Angelus

Ni ha salut gant karantez
Rouanez ar zent hag an Elez
Houi a zo benniget
O pia
Hag a hrasou karget
Ave Maria

Ra vezo benniget Jezuz
Ar frouez eus ho korf evurus
Kanomp gant an Elez
O pia
E veuleudi bemdez
Ave Maria

Ni ho ped Mari gwerhez hlan
Pa vezimp war hon tremenvan
Da houlenn ouz Jezuz
O pia
D'eomp eur maro eürus
Ave Maria