Jezuz pegen bras ve

Jezuz pegen bras ve
Plijadur an ene
Pa vez e gras Doue
Hag en e garante.

Berr kavan an amzer
Hag ar poaniou dister
O sonjal deiz ha noz
E gloar ar baradoz.

E-kreiz an enoriou
Hag ar meuleudiou
E vin digemeret
E palez an Dreinded.

En oll boaniou kalet
A gorf hag a spered
Me 'zonjo deiz ha noz
E gloar ar baradoz.